Pa weler an deiziad 1666 e c’haller soñjal ez eo da-heul savidigezh ar gador-brezeg-se en dije person Gwineventer roet e aotre evit ma vije staliet eno ar maen-badeziant e 1678.
Anat eo emañ ar gador-brezeg aze evit kelenn deskadurezh ha komzoù Doue.

 

Ur wech tremenet ar skalieroù ha dor ar gador-brezeg, en em gav ar prezeger dirak delwenn vrav sant Servez hag a renk anezhañ diouzhtu e lignez sant Pêr, gantañ alc’hwezioù ar Rouantelezh.
Sellomp bremañ ouzh ar panelloù tro-dro da beol ar gador-brezeg
Da gentañ, un arvest sebezus e liorzhioù-iliz ar vro. Emañ ar profed Nathan o kontañ ur barabolenn da Zavid : ur wech e oa un den pinvidik-bras en doa un tropellad bras a loened, hag ur paour kaezh n’en doa da binvidigezh nemet un dañvadez a cherise. An den pinvidik, evit degemer ostizien ouzh e daol, a ro urzh da gemer dañvadez an den paour evit e gouvidi. Neuze, Nathan a c’houlennas digant David : « Petra a zellez an den-se ? » – « Ra varvo ! » eme Zavid.
Hag ar profed ha lavaret dezhañ : « Te eo an den-se ! ».
Evit gwir, David en doa laeret gwreg unan eus e jeneraled en ur lakaat lazhañ hennezh en emgann. David a geuzias war an dra-se hag a reas pinijenn.
Ar prezeger a oar evel-se e rank lakaat da dalvezout outañ e-unan ar c’homzoù a embann.
A sko ouzh ar panell-se ez eus ur c’hizelladur kaer-meurbet eus Kurunidigezh ar Werc’hez ha daou banell all : warno ar Mabig Jezuz etre Mari ha Jozeb hag arvest ar Gemenn da Vari. War valir emañ ar Spered santel, e stumm ur goulm, o skediñ gloar Doue.
Dirak e zaoulagad en deus ouzhpenn ar prezeger ur gaer a skeudenn liesliv eus ar C’hrist war ar groaz, Yann ha Mari a bep tu dezhañ.
An taolennadur-mañ zo un adsavadur eus un treust kozh a enor evel ma veze graet alies da-heul Sened-Iliz Trento.
Deuet e oa da vezañ stank an doare-se da ziskouez ar Komzoù an Iliz d’ar mare-se.