Savouriezh diavaez an iliz a ro deomp da c’houzout eo bet savet diwezhatoc’h ar penn-chantele trizalek eget lodennoù all an iliz. An dra-se zo gwir ivez evit ar pezh a sell ar stern-aoter,
bloaziadet eus 1760, bet graet gant Loeiz Mogado eus Lesneven. Met daoust ha klotañ a ra an deiziad-se gant ar mare ma oa bet staliet pe ar mare ma oa bet adkempennet ?
E plas kreiz ar stern-aoter hag an div werenn-livet harp outañ zo bet lakaet ul livadur gant Yan’ Dargent. Taolennet eo ar C’hrist o kelenn, an Ebestel tro-dro dezhañ.

 

 

Sellomp a-dostoc’h ouzh ar medalennigoù koshañ :

 

Ar vedalennig dehoù a ziskouez santez Barba, ur gurunenn war he fenn, o tougen palmezenn ar verzherinti (a-zehoù, he merzherinti, a-gleiz, ur wezenn o tiwanañ).
War ar vedalennig kleiz ez eus ur wezenn o kreskiñ fonnus hag ar C’hrist war ar groaz a ginnig deomp sellet ouzh an tudennoù e-kreiz, evel un eztaol eus sevenidigezh ar mister kristen : un arvest aozet fin a c’haller gwelet evel un arvest a zifachañ, a zegas da soñj eus parabolenn an Tad trugarezus. Lod all a wel ur skeudenn eus Mari-Vadalen.

 

 

 

 

E laez tout ar vedalennig eo skeudennet kurunidigezh ar Werc’hez, tra ma c’heller gwelet, war an antependium dindan an aoter,
ur c’hizelladur eus ar Galon Sakr.

War stankaat e oa aet ar skeudenn-se en hon ilizoù, diwar gweledigezhioù santez Marc’harid-Mari e 1673.

 

 

 

E 1720 e lakaas eskob Marsilha e eskopti dindan gwarez ar Galon Sakr. Hep mar eo gant ar memes soñj en do person Sant-Servez bountet an arzourien da vont gant ar memes hent.
War unan eus an div aoter kostez ez eus ul livadenn eus ar Galon Sakr, ha war eben ez eus ul livadenn gant Yan’ Dargent.