Adalek 1870 en doa tennet gounid ar c’hloz-iliz eus labour talvoudus-bras Yan’ Dargent (1824-1899), bet ganet ha douaret e Sant-Servez. Degaset en deus vad d’e vro c’henidik
dre e zonezon, dre unnek taolenn (eoullivadurioù war lien pe goad), peder werenn-livet, daou vurlivadur ha solier ar sakristiri.
Div daolenn a ginnigomp amañ.

 


Stag ouzh moger hanternoz an iliz emañ taolenn sant Benead ha santez Skolastik. Gant al leanezed beneadad e oa bet urzhiadet, evit skeudenniñ o sant paeron.
Diwar skouer an istorig kontet gant Montalembert en e levr « Les moines d’Occident », e tiskouez Yan’ Dargent deomp diazezer brudet ar vuhez manati – lakaet da sant Patron Europa hiziv an deiz – o tivizout diwar-benn ar vuhez speredel gant e c’hoar santez Skolastik, e trepas toet ur c’hloastr roman e kern Monte Cassino, tra m’emañ ar gurun o strakal a-us d’ar gêr santel, Roma.
Livet kaer ha kempouez eo an tudennoù, ha klotañ a reont rik gant ar savouriezh diginkl.
Lakaet eo tal-ouzh-tal strizhder an daou lean, arouez rikter beneadiz, ha sonnder kolonennoù ar c’hloastr, ar pezh a grou un aergelc’h strizh ha seder.

 

 

An daolenn vras-mañ (2,5 m x 5 m), kempennet a-nevez, he deus kavet he flas en iliz, dirak arrebeuri al leurenn-brezeg na vez ket graet ganti ken. Taolenniñ a ra ur prantad eus buhez Salaün ar Foll patron ar Folgoad, gwenn e ved : treuzkas e ene eus e wezenn betek ar baradoz.
En ur gemer harp war korpus kredennoù ar relijion gristen, e taolenn Yan’ Dargent ur skouadenn aeled a ambrougo ene ar gwenvidig betek an neñv, goude bezañ goulennet trugarez evit ar paour kaezh digant ar Werc’hez Vari.
An niver bras a dudennoù zo mestroniet kaer gant an arzour, ha renket hervez reolennoù simpl ar c’henaozañ. Degas a reont buhez d’ar c’horreenn zivent a zo lakaet buhez enni gant livioù flamm ne oa ket boas an arzour d’ober ganto.

Gallout a reer ober gwelloc’h anaoudegezh gant oberennoù Yan’ Dargent e mirdi Sant-Servez, krouet e 1991. Ennañ e kaver dija a bep seurt taolennoù, un dastumad bras a levrioù skeudennaouet, tresadennoù ha teulioù all.
Pelloc’h ac’hano, en iliz Sant Houardon e Landerne, en iliz-veur Kemper, e mirdioù an arzoù-kaer Kemper, Brest, Montroulez, Roazhon ha Lyon, e vez diskouezet e oberennoù hag e c’haller gwelet na pegen donezonet e oa.