Savet eo bet porched ar c’hreisteiz e-kreiz ar XVvet kanved. War ar timpan ez eus ur Werc’hez en he gourvez ha sant Jozeb.
Dirak an arvest-se ne c’haller nemet kaout keuz n’emañ ket skeudennet ar babig ouzh bronn he mamm met en XIXvet kantved e voe barnet dizoare skeudenniñ ar Werc’hez o reiñ bronn d’he mab.
Tro-dro d’ar C’hinivelezh-se e weler aeled o vrañskellat gant birvilh o ostañsouerioù.

 

 

Er bolzadurioù e weler a-zehou ur C’hemenn d’ar bastored : an ael a zoug a-us dezho ar seizenn skrivet warni « Ganet ez eus bet ur Salver deoc’h ». Komzoù na c’hallent ket bezañ klevet nemet gant ar vajed o veilhal e-pad an noz. Unan anezho, a-gleiz, a zo savet e sell war-zu an donedigezh tra ma‘z eus unan all, a-zehou, hag a zo o c’hoari bazhig-kamm. Evel-se, an arzour a ginnig ul leurenniñ hag a lak tal-ouzh-tal al labour hag ar c’hoari.

 
 
Izeloc’h e anavezer gweladenn ar vajed, hag en tu all, Mari o tegemer ar C’hemennad, Gweladenn Mari d’he c’hendervez Elizabed, ar C’hinivelezh, hag ur strollad-kaer a zudennoù o klevout Jezuz en oad krenn, e Templ Jeruzalem.

 

Diabarzh porched ar c’hreisteiz

 

Diabarzh porched ar c’hreisteiz hag e dalbenn a zo bet savet en hevelep mare. Adkavet e vez ennañ holl arouezioù porchedoù kreisteiz al liorzhoù-iliz. War ar bankoù maen eo ec’h en em vode izili kuzul ar fabrik : - ar jeneral - a veze graet anezhañ. Dilennet e veze ar vodadenn evit ur bloavezh ha kadoriet gant ar jeneral hag ar person, en o c’harg merañ madoù ar barrez.

Amañ eo e veze divizet peseurt labour a veze ret da ober diouzh danvezioù ha kinnigoù an dilennidi.

 

 

Dindan askell vadelezhus an daouzek abostol e veze graet kement-se… Met e darempred ivez gant an Ankoù, anavezet mat gant e benn-marv, ha skeudennet amañ war ar piñsin, un dard hag ur penn bugel gantañ en e zaouarn.

 

 

 


Ur Werc’hez digorlez, dibar eus ar XVvet kantved, a zo e traoñ ar porched. Div zor c’hevellet eus 1692, warno anvioù ar fabriked, a zigor e diabarzh an nev. Ken kaer int ma zeblant pedet ar weladennerien o tremen dirazo da vont tre.