Oc’h ober tro an iliz e treuzer meur a gantved istor an arz. Porched ar c’huzh-heol a zo roman e stil evel an tour-iliz ha pileroù an nev. Al lodennoù-se, eus an XIIIvet hag ar XIVvet kantved, a ziskouez pegen kozh eo al lec’h hag ivez penaos o deus rummadoù a saverien o tont an eil war-lerc’h egile lakaet frammoù kozh an iliz da gordañ gant ur savouriezh nevez.

Togennoù ar porched, kizellet warno pennoù damziverket, a ginnig ur skouer dibar eus mare an arz roman.

 

 

 

 

 

A-us d’an diazezoù roman, an tour-iliz a zegas da soñj eus tour hanternoz iliz-veur Kastell-Paol, savet e dibenn ar bloavezhioù 1200.

 

 

 

 

Ar penn-chantele trizalek a zo Belmaner diwezhat e c’hiz.

Ur skouer vrav eo sekretiri ar Merzher ma ‘z eus unan e-touez ar sekretirioù bras a veze graet er XVIIvet kantved.
Gwelet a reer aze frouezh al labour bet kaset da benn gant Kristof Kerandel, goude bezañ graet hini Bodiliz.