Er XVIvethag er XVIIvet kantved e oa ar Roc’h-Morvan un drev eus parrez Plouziri. Kuzul ar fabrik a dennas gounid eus pinvidigezh ar vro er mare-se, hag ivez eus brokusted ar Rohaned hag ar feizidi evit kas da benn savidigezh al liorzh-iliz.
Kalvar an degemer
N’eus ket amañ a zor-veur en abeg da stumm an dachenn moarvat. Dor ar c’hornôg a zo ur piler eeun a-bep tu dezhi. E tu ar c’hreisteiz, ar bazenn ledan a zoug kroazioù ar C’hrist hag an daou laer, marteze eo bet adlakaet asambles elfennoù dispartiet gwechall. Patrom an teir c’hroaz a gaver ivez e Penn-ar-C’hrann ha Sant-Divi.
Kastell Roc’h-Morvan