Istor

 

An anv Sizun, un anv keltiek moarvat, a zo anavezet abaoe an Henamzer. Brudet eo Sizun evit he c’hloz-iliz, unan eus ar re souezhusañ ha stummet ar c’haerañ en departamant. Ar mein labouret a ziskouez splann pegen pinvidik e oa ar barrez er XVIvet, XVIIvet hag e penn kentañ an XVIIIvet kantved pa rae berzh bras kenwerzh al lin hag ar 35 stal-wiaderezh.
Ar savadur a zo aet war-raok da vat e penn kentañ ren Loeiz XIV.
Ur c’hizeller, leun a valis, en deus, a-us da stern-aoter ar Rozera, taolennet un ael gwisket gant ur berukenn heñvel ouzh hini ar roue.

Suliav a zo war ar memes tro, sant patron Sizun hag hini Sant-Suliav-war-Renk. Hervez an istor e vefe deuet eus Kembre e-kreiz ar VIvet kantved hag en dije savet ur manati war ribl ar Renk, deuet goude da vezañ diazez bourc’h Sant-Suliav e-kichen Sant-Maloù.
Taolennet eo, gwisket e manac’h, e korn Su ar garnel, en ul logell e diavaez ar sekretiri gantañ peder bazh en e zorn.
Hervez ar vojenn e teue loened diwar-dro da vac’hañ ur parkad ed en doa hadet. Evit gwareziñ e drevadoù e verkas ul linenn tro-dro d’ar park hag e sankas ur vazh e pep korn. Al loened, deuet en-dro an noz war-lerc’h, a chomas sonnet dirak al linenn-se.
Suliav a welas anezho, o bennigas, hag e lavaras dezho chom hep dont ken. Mont a rejont kuit ha ne zeujont ket ken da zrastañ ar parkad.

 

Ar volz a enor
L'entrée triomphale
Ar volz-enor a gase d’ar vered a oa tro-dro d’an iliz gwechall a zo danvez ur sell enni. Bez’ eo an hini veurdezusañ eus an doare ober-se e Breizh.
Ur skouer eus arz an Azginivelezh eo en abeg d’ he daou dal heñvel. Savet eo gant teir bolz dispartiet an eil diouzh eben gant kolonennoù roudennek o zogennoù korintek tailhet e maen volkanek du Kersanton ken kaer ma ’z int koulz lavarout peurvat.

An nor-veur a ra ur 15 metr bennak a ledander, warni ez eus ur pondalez gant leternigoù. A-us emañ ar C’hrist war ar groaz gant Mari ha Yann a bep tu ha kroazioù an daou laer. Ur skalier mein a gase d’ar pondalez uhel e-lec’h e veze sarmonet dirak ur mor a dud deiz ar pardon
Traoñ ar skalier a zo bet dismantret e 1884 pa’z eo bet kempennet an Hent Broadel 164 a zo en ardraoñ.
Ar volz-enor, awenet gant arz an Henamzer, a zo bet savet war-dro 1580-1588 gant stal-labour Keryann moarvat. Ken simpl eo an nor ha gant kement a zalc’h, hep tamm kinkladur diezhomm, ma tiskouez bezañ kempouezet eus ar gwellañ.

 

E tu kleiz ar volz, e korn mervent eus ar garnel ha troet war-zu ar blasenn ez eus un delwenn souezhus a daolenn ur vaouez-sarpant o kutuilh ur frouezhenn diwar ur vodenn. Delwennoù all a zo eno da ziskoachañ, ken kevrinus all, testoù mut mojennoù an amzer gozh.

 

NB : Un eil eus ar volz-enor-se a oa bet diskouezet e "Tuileries" e Pariz da geñver daouc’hantved deiz-ha-bloaz an Dispac’h Bras.

 

Itron-Varia-a-Druez

 

 

E tu dehou porched ar c’hreisteiz, war ur sichenn, ez eus ur gaer a bieta e maen Kersanton. Emañ ar Werc’hez o tougen korf he Mab, sant Yann ha Mari-Vadalen a-bep-tu dezhi. Dont a rafe ar c’hizelladur-mañ eus ur c’halvar kozh. Hervez Emmanuelle Le Seac’h e vije bet kizellet gant G.Palut e 1542.
(Sculteurs sur pierre en Basse-Bretagne, p. 261)