Ar chapel-garnel a zo bet savet a-eeun gant ar volz-enor hag er memes mare dre vras. An talbenn a sko war ar vered kozh eus tu ar sav-heol.
Dibar ha divoutin eo talbenn karnel Sizun. Rannet eo e tri bann dispartiet gant un nor vras, digreizet en un doare soutil gant div golonenn gorintek hag un dalenn dric’hornek warno ardamezioù ar Roc’haned.
Ar bann izelañ a zo bet graet, evit un darn, e greunvaen melen kleuzadennet.
Ur regennad prenester war hantergelc’h, dispartiet gant pileroù pe delwennoù-harpañ, an holl disheñvel an eil re diouzh ar re all, a ya d’ober ar bann kreiz. Unan anezho a ziskouez ur vaouez diwisk o terc’hel ur roll.
Engravet eo ar bloaz 1585 war an eil piler diwezhañ. Gweadurioù perlezennek ha troellennoù e S a ziskouez mat pegen prizet e oa ar c’hinkladur troellennek er mare-se.
Eus livioù orin an trede bann ne van nemet roud an okr ruz warnañ. Daouzek kustod a ya d’ober ar steudad, dispartiet gant pileroù dorek roudennek, enno delwennoù an daouzek Abostol a zalc’h, pep hini anezo, ur skritell warnan unan pe unan eus daouzek artikl ar C’hredo hag o arouezioù : Pêr (un alc’hwez), Andrev (ur groaz e X) Jakez ar Major (ur grogenn), Yann (ur c’halir) ,Matev (ur vazh pirc’hirin), Filip (ur groaz), Bartolome (ur gontell), Mazhev (ur valañs), Simon (un heskenn), Jud (ur c’hleze), Tomaz (ur skouer).
An talbenn, eus ar bloavezhioù 1585-1588, a ziskouez deomp pegen dibar eo arz an Azginivelezh e Breizh.
Nor-dal ar garnel a zo div golonenn roudennek oc’h ober anezhi, warno togennoù korintek krennet o skorañ ur rizenn hag un dalenn dric’hornek.
War-laez d’an talbenn-se, a-us da ardamezioù ar Roc’haned, e-lec’h m’ eo enskrivet ar bloaziad 1588 emañ delwennig sant Suliav gant e wialennoù.
En enkognadoù diavaez ez eus daou frañsiskan : sant Frañzez a Aziz o tiskouez e c’houlioù ha sant Anton a Badou o terc’hel ur c’halir.
Ne gaver mann ebet, koulz lavaret, diwar-benn tem ar marv, nemet an daou enskrivadur-mañ :
« Dalc’h soñj ez eo ret mervel »
« C’hwi hon bugale dre amañ tremenet,
dalc’hit soñj d’an Anaon omp aet »
E penn rummad an ebestel, harp ouzh skoazenn ar mervent emañ delwenn sant Suliav gwisket gant ur gazul gozh.
E penn kentañ e veze lakaet relegoù ar re varv er garnel pa veze douaret tud all en o lec’h en iliz. Adalek an XVIIIvet kantved e voe douaret ar re varv er vered en-dro : a-raok an obidoù e vezent diskouezet er garnel evit un noz-veilh ziwezhañ.
E-pad an Dispac’h Bras e servije ar garnel da di-kêr ha da di-skol da c’houde … Ul lec’h degemer evit ar weladennerien eo bremañ. Eno, e c’heller gwelet diabarzh un ti breizhek, dilhad ha traoù kozh a bep seurt. Diskouezadegoù delwennoù a vez graet ivez.