An tour-iliz
E tu ar c’hornôg e kaver un tour-porched hag a ya betek 54 metr uhelder. Savadur diwezhañ al lec’h eo, graet e-pad ren Loeiz XV gant Sebastien Roussel, tisavour e Lesneven. Ar pezh a glot gant ar bloaziadoù 1728 ha 1735 enskrivet warnañ.

Savet eo bet war pevar filer hep diaz : Bez’ eo unan eus diwezhañ kloc’hdioù bras gant ur gorzenn eus ar skol vreizhek (Ur savouriezh klasel diwar skouer an arz gotek evel hini ar C’hreisker e Kastell-Paol).

N’eus skoazenn gorn ebet d’an tour a 24m uhelder, nemet pileroù eeun hag a ya betek ar pondalez korbellek.

Diwar ar pondalez e sav ur gorzenn eizhkognek veurdezus betek 30 metr a uhelder : E pep korn e kaver tourigoù hag a dremen, evel en ur c’hoari-sevel, d’ur stumm karrez d’unan eizhkognek evel-se ne seblant ket ar gorzenn greiz bezañ re voan.