Emañ Deiziad ar prenestr-mañ e traoñ arvest ar Goan Diwezhañ (2) e sifroù roman : MDXXXIX, da lavaret eo 1539.
Savet e oa bet ar werenn-livet gant ur stal-labour eus Kemper : an holl istorourien zo savet a-du gant se. Ar werenn-livet-se a ro tro da welet pegen pouezus e oa levezonoù an Azginivelezh italian, alaman, ha flamank, hag hini Albrecht Dürer peurgetket.
E rouedad uhelañ gwerennegoù-meur ar Basion eus ar XVIvet kantved — e chapelioù Itron-Varia ar C’hrann, Gwengad, ha Kerglof da skouer ... — e veze eilskeudennet, peurliesañ, mareoù ar Basion a c’helle gwelet el lañsetezoù.
Amañ, ar gwerer brestad Mathieu Rosuel, en doa lakaet en o flas, e 1849, skoed-ardamez ar Roc’haned : "En gul, e nav mailhenn en aour, 3, 3, 3.", ha re o c’hevredadoù.
steuñv ar werenn | kinnig luc’hvannoù : Klikit 1añ foto |
---|
01 – Jezuz oc’h en em gavout e Jeruzalem
02 – Koañ-Fask, pred diwezhañ Jezuz gant e ziskibien
03 – Jezuz o walc’hiñ treid unan eus e ziskibien
04 – E liorzh an Olivez
05 – Pok Judaz
06 – Jezuz dirak ar beleg meur
07 – Jezuz deroet d’an dismegañsoù ha d’an taolioù
08 – Jezuz o vezañ skourjezet
09 – Ar roueelezh dister
10 – Ecce homo : Setu Mab-Den
11 – Jezuz dirak Pilat o walc’hiñ e zaouarn
12 – Jezuz o tougen e groaz
13 – Ar c’hoazstagadur etre an daou laer
14 – Korf Jezuz o vezañ gwalc’het a-raok bezañ sebeliet
15 – Jezuz adsavet a varv da vev
16 – Ardamezioù Roc’haned