Adalek ar XVI vet kantved ez a war binvidikaat Bodiliz a-drugarez da c’hounidigezh ha da dreuzfurmadur al lin, da foar vras sant Mazhe ha d’ar pardonioù gouestlet d’ar Werc’hez az ae war greskiñ a-hed an amzer-se.
Diwar neuze, hag e-pad daou-c’hant vloaz e kendalc’has parreziz Bodiliz da sevel ha da gaeraat un iliz hag a chom un testeni eus mare oadvezh aour Breizh, un embann eus an enepdisivoud hag ur gwir skrid a savouriezh.
Engravet er maen hag er c’hoad e kaver skeudennoù eus prantadoù relijiel : azeulerezh ar sent, devosion d’ar Werc’hez hag aberzh sakramant an aoter, anezho merkoù an arzoù deuet lerc’h-ouzh-lerc’h gant an arz gotek, arz an Azginivelezh hag an arz klasel ha barok da-heul.
Kenwerzh al lien etre Breizh hag ar broioù all en Europa a zegas patromoù nevez war tachenn an arz ha c’hwezh an awen fresk evit arzourien ar vro.
E Bodiliz e voe tennet splet eus barregezh an arzourien-se o deus gouvezet talañ ouzh diaesterioù a bep seurt a-benn kaeraat an iliz en ur zerc’hel ur c’hempouez etre elfennoù ar savouriezh hag o c’hinklerezh.
Ar c’hloc’hdi
Ar c’hloc’hdi-porched a c’hiz gotek diwezhañ a ya betek un daou ugent metr a uhelder. Skoet eo bet meur a wech gant an tanfoeltr ha daoust ha m’eo bet adsavet e weler c’hoazh e efedoù warnañ.
Diskaret eo bet ar groazigell-volz, hogen e c’haller c’hoaz chom estlammet dirak an tudennoù a ginkl al lostennigoù ha dirak ar vorganez o skorañ un delwenn eus sant Jerom dibennet.
Ar penn-chantele (1564)
Ar penn-chantele a c’hiz Beaumanoir a vir gantañ ur framm gotek ha se daoust ha ma kaver tresoù an Azginivelezh ha medalennigoù divinadellek warnañ. Ouzhpenn e neuz vat ez eus tu gant ur penn-chantele a seurt-se da zigor prenestroù brasoc’h ennañ evit sklerijennañ ar c’heur.