Vue d'ensemble
 

Penn-kentañ

 
Savet eo bet Gwimilio diwar ar ger breizhek « Gwic/k » a zeu diwar ar ger latin « vicus » a vez graet « bourc’h » anezhañ ha diwar an anv Miliav, anezhañ sant patron ar barrez.

Budik, anezhañ kont Kerne en Arvorik, a varvas war-dro ar bloaz 531. War e lerc’h e chomas e dri mab : Teodorik, Rivodius ha Miliav, hemañ a zeuas war-lerc’h e dad war an tron. Eurediñ a reas ar rouanez Haurille a c’hanas sant Melar (n’emañ ket an holl istorourien a-du gant ar gerentiezh-se). Drouklazhet e voe Miliav gant e vreur Rivodius (pe Rivod) war-dro ar bloaz 551.

Ar barrez a oa gwechall bodet enni douaroù Gwimilio hag he zrev Lambaol-Bodennez (deuet da vezañ Lambaol-Gwimilio) hag a oa dindan beli eskopti al Leon.

Emañ parrez Gwimilio e-kreiz ur c’hornad-bro troet e labourerezh ekonomikel war kenwerzh al lien. Anavezout a reas ur marevezh a verzh dispar eus ar XVIvet betek an XVIIvet kantved. Reiñ a rae ar « juloded », anezho peizanted-marc’hadourien deuet da vezañ pinvidik gant ar c’henwerzh-se, arc’hant a-leizh da sevel al liorzh-iliz. Diwar brokusted ar juloded, emlorc’h enno ha douget gant ur feiz don e savas heligentañ etre ar parrezioù, etre Gwimilio ha sant-Tegoneg peurgetket, da gaeraat o liorzhoù-iliz.
 
 

Ar volz-enor / Porzh ar marv

 

 
Ur wareg-volz war hantergelc’h gant ur skalier a-bep tu dezhi a ya d’ober anezhi en un doare dilorc’h a-walc’h. Warni ez eus ur Werc’hez gant he Mabig ha daou varc’heg e Kersanton.

Ar volz-enor a verk en un doare lidus an tremen e-barzh al lec’h sakr ma ‘z a ar barreziz drezañ d’ar vered, (porzh ar re varv a vez graet anezhañ). Hiziv an deiz eo bet degaset ha bodet an holl vezioù e tu hanternoz an iliz.

 
 

Ar chapel-gañv

 

 
Talbenn krommet an nor-dal zo enskrivet warnañ ar bloaz 1648. A-raok ma vefe stag outi anv santez-Anna e servije da chapel-garnel gouestlet da sant Rok.

An enskrivadur « Memento mori » a weler engravet a-us d’an nor-dal a zegas da soñj e veze implijet ar chapel da lakaat ar re varv a-raok o douaridigezh.

En ur c’hiz klasel eo bet savet ar chapel ha dibar eo kavout ur gador-brezeg a-ziavaez stag ouzh unan eus digoradurioù, hag a servije d’an oferenner da brezegiñ Deiz ar re varv.

En diabarzh ez eus un aoter e greunvaen eus 1644 hag a-us dezhañ e kaver ur stern-aoter eus Santez-Anna gant medalennigoù o taolenniñ mareoù he buhez.