Kloz Tremaouezan a c’hell bezañ sellet outañ evel patrom skouer ar c’hloz-parrez, un termenadur savet war-dro 1930 evit taolenniñ un toullad mat a holladoù relijiel e Breizh.
 
 Iliz Tremaouezan a zo bet savet er XVIvet hag er XVIIvetkantved.

Er c’hlozioù-iliz e kaver peurliesañ ur c’halvar, ur garnel, ur porched su ennañ an daouzek abostol, ar maen-badeziant gant ur stel, ur gador-brezeg, sternioù-aoter hag ur voger-dro toullet gant un nor-veur – ar pezh a vank amañ – ha pazennoù – ur maen plat lakaet war e gant hag a ranker gaoliata eo ar bazenn – evit ober an disparti etre al lech sakr hag al lec’h disakr.

Souezhet e vezer o welet, e Tremaouezan, un iliz ken pinvidik en ur barrez ken bihan e-barzh ur gumun n’he doa ket bet biskoazh kement a annezidi hag hiziv an deiz, koulskoude, pell emañ Tremaouezan da dizhout ur miliad a dud !

Unan eus mesened an iliz kentañ - a ya d’ober al lodenn izelañ anezhi hiziv an deiz - e oa Alan a Goativy, ginidik eus Gwineventer, eskob ha kardinal e 1448 ha betek e varv e 1474, douaret en iliz santez Praxeda e Roma.

Ur c’hant vloaz bennak goude ma oa bet savet iliz Tremaouezan e oa bet boulc’het labourioù da adkempenn ha da vrasaat an Iliz, e-pad ur maread bras a-walc’h. Amañ hag ahont e kaver an deiziadoù 1555 ha 1597. Ar chapel sant Yann-Vadezour peurgetket, a c’hell he zalbenn su sachañ, diouzhtu, selloù ar weladennerien o tont eus ar blasenn.

Porched ar c’hreisteiz zo enskrivet warnañ an deiziadoù 1610 ha 1622. Ar c’hloc’hdi, distrujet gant ar foeltr e 1702, a voe adsavet e 1714.

Un tregont metr bennak eus an iliz, e tu ar c’hreisteiz, a-hed moger-dro ar vered, emañ ar garnel eus ar XVIvetkantved. Ar c’halvar bihan etre an iliz hag ar garnel a c’hell bezañ eus 1530.
 
 
face ouest
Tu ar c’hornôg hag ar c’hloc’hdi

Amañ c’hoazh eo bet miret diazezoù an iliz kentañ ; met ar c’hloc’hdi zo deiziadet mat e 1714. Erlec’hiañ a reas an hini a voe foeltret e 1702.
Merzout a reer en dielloù : « Kalz a vaouezed, e 1713, a werzhas o gwalenn evit adsevel ar c’hloc’hdi. »
Ar c’hleier zo eus 1643 ha 1664.

 
 
Ossuaire de Trémaouézan
Ar garnel

Ar garnel zo ur c’haer a savadur gotek a oa bet savet er memes amzer evel an iliz kentañ, e-kreiz ar bloavezhioù 1500. En-dro d’an nor fichet kaer e weler daou ael, pep a enskrivadur ganto, unan e brezhoneg hag egile e galleg :

Bone : gent :qui :ycy : passes
Prie : Dieu : pour : les : trepasses
Gant : Doue : han : bed : milliget eo
Nep : na : lavar : mat : pe : na teo

 
 
Ar groaz

Etre ar garnel hag an iliz ez eus ur groaz-kalvar a vefe eus 1530. Distrujet e oa bet meur a wech, gant ar gorventenn da gentañ – an hini heñvel a lakaas ar c’hloc’hdi da gouezhañ, e 1702 – ha goude-se gant an dispac’herien a lakaas anezhi d’an traoñ. Renevezet e voe bep taol.

War he sichenn e kaver seizh delwennig : Harpet ouzh ar sent Pêr ha Paol e anavezer div vaouez santel hag a bep tu dezho, sant Yann ha Mari-Vadalen ; a-dreñv ar C’hrist ez eus ur Werc’hez-Vamm dudius.

 
 
Feunteun sant Yann-Vadezour

War-hed 200 metr er gwalarn d’an iliz ez eus ur c’hloz karrez en-dro dezhi.
Ar vammenn a red e-barzh div gibell hag ac’hano a skuilh he dour en ur poull-kannañ diavaez.
Dav eo notenniñ ez eus un delwenn gaer eus sant Yann o terc’hel ul levr gant un oan warnañ. Gant an dorn dehou e vez benniget dour ar feunteun a darzh ouzh e dreid.
War ur maen e c’heller lenn ar bloaz 1656.