E Kommanna eo emañ al liorzh-iliz savet e penn reter pellañ traoñienn an Elorn. Mammenn ar stêr zo war dachennad ar barrez, e-kreizig-kreiz Menez Are. Meur a gilometr ac’hann tro-war-dro e c’haller gwelet beg uhel ken dibar an iliz.

Diouzh ma lavar ar vojenn, er IVvet kantved, e vije bet saveteet an Aotrou Elorn, a oa darbet dezhañ beuziñ, gant sant Derc’hen – dezhañ eo gouestlet an iliz – hag e gompagnun Neventer.

Er XIVvet kantved eo, war a gonter, e vije bet merket gant un daouejen al lec’h ma tlee bezañ diazezet an iliz warnañ hag dre gleuziañ an diazezoù eo e vije bet dizoloet ur c’homm-maen, ennañ un delwennig eus santez Anna, sañset. E gwirionez e oa taolennet ur Venus moarvat. Diwar ar faziadenn-se eo e vefe deuet an anv « Kommanna » war wel.

Padal, n’eo ket aprouet an etimologiezh-mañ gant an holl. Hervez ar chalonied Abgrall ha Peyron e teufe sur a-walc’h an anv « Kommana » diwar ar ger kozh « coummand, coummanha », a dalv kement ha « lakaat un douar e dalc’h ».

E 1774, an aotrou Podeur, person eno, a roas titouroù resis diwar-benn stad ekonomikel ar barrez en ul lizher bet kaset d’an aotrou ’n Eskob de la Marche. Keuz bras en doa ma vefe dilezet an douaroù gant ar binvidien, ken troet ma oant gant kenwerzh al lien.

« Lod all, hag o deus un nebeud douaroù, a zilez anezho evit mont da steuñviñ, da galaduriañ ha da wiadenniñ al lien ». An douaroù « diglozet », bet lezet e gouezeri, a yae d’ober un drederenn eus tachennad ar barrez. Ar vro a oa leun a vleizi hag a veze o tispenn saout ar beorien. Lavaret a rae ivez e veze re a foarioù hag a varc’hadoù lec’h ma oa techet an ezhommeien da c’houlenn an aluzen ha da vont da laerezh.

Pa lenner kement-se e weler ez eo gant kenwerzh hag industriezh al lien, bennozh d’an neud a zeue eus Eskoptioù Treger ha Sant-Brieg, ma kresk pinvidigezhioù ar renkadoù etre hag ar re aezet (ar juloded) eus Kommanna. Tra ma kreske plas ar juloded er gevredigezh - ar re a lakay arc’hant da sevel ar c’hloz-parrez - e veze dilezet al labour-douar.