An iliz
E dibenn ar XVIvet kantved e krogas al labourioù evit sevel an iliz. Ar bloaz 1592 zo engravet e-harz an tour-iliz. Hervez an aotrou Kirill ar Penneg e oa bet lakaet sevel gant Herve Krogenneg, ar pezh a ra deomp soñjal e oa bet savet e-kerzh al lodenn gentañ eus ar XVIIvet kantved.
Meurdezus eo an iliz gant he nev greiz pemp treuziad dezhi, astennet gant un ardreñv-keur trizalbennek hag he c’hazelioù ledan. N’eus ket noedoù liezek diouzh giz Belmaner war penn an iliz. Harpet eo ar mogerioù diavaez gant skoazennoù-kreñv oberiet mat ha toget gant leternigoù.

Ar c’hloc’hdi a ya mat e vent souezhus-eston gant an endro diginkl lec’h m’emañ. Harp eo an tour tolzennek ouzh div skoazenn e pep korn. Ar gorzenn eizhkognek zo 57 metr en hec’h uhelañ. Dibar eo e neuz rak n’eus pondalez ebet na tourigoù-korn evel ma kaver da gustum.

 
Porched ar c’hreisteiz
Savet eo bet ar porched kaer-meurbet a c’hiz klasel, par ouzh hini Gwimilio ha hini Bodiliz, e-kreiz ar XVIIvet kantved. Gallout a reer lenn warnañ ar bloazioù 1645, 1650 ha 1653. E-touez an enkrivadurioù e lenner war ar frizenn : « DOMVS MEA DOMVS ORIATIONIS VOCABITVR » (Ma zi a vezo anvet ti a bedenn) [1]. Ouzh an talbenn ez eus kolonennoù korzennet ha da-heul kolonennoù taboulinek gant gwalennoù balirek, diouzh doare Philibert Delorme. E-barzh ar c’hustod kentañ war an talbenn e kaver un delwenn eus sant Derc’hen. A-us pep tra ez eus ul leternig gant tri estaj.
En diabarzh eo dispartiet an dorioù gevellet gant un trumell, ur mell piñsin dour benniget outañ. An daouzek kustod o c’holonennoù ionek, graet da lojañ delwennoù an Ebestel, zo goullo.

 
 
 
Ar sekretiri
Ouzhpennet e oa bet e 1701 hag ez a mat he stumm dezhi, daoust ma’z eus bet skrivet gant tud zo, René Couffon en o zouez, e kavent e oa « un tamm pounner » he neuz.

[1st Mark/ st lukaz pennad 11