Ar stern-aoter-mañ, bet graet e diwezh oad aour Breizh, eo an hini brasañ er vro moarvat, dezhañ 6,20 metr ledander hag 8 metr uhelder. War daou stern e kaver an enskrivadenn “FAIT : DU : TEMPS : DE : MISSIRE : YVES : MESSAGER : RECTEUR : LAN : 1682” (ha neket 1662 evel ma vez lavaret gant un nebeud displegerien). Gouzout a ouzer ivez e oa bet livet e 1691 gant Pêr Lesmeur (pe Mesmeur), anezhañ ur « mestr-livour hag alaourer eus an Uhelgoad ». En enep, n’eo ket anavezet anvioù an arzourien o deus kizellet ar stern-aoter.

Diouzh ar pezh a ouzer e oa bet paeet ar stern-aoter-mañ hag ar maen-font gant ar barrezianiz evit kempouezañ an droug a oa bet graet gant un nebeud annezidi d’ar person Yeun Krogenneg e 1675. Tamallet o doa dezhañ, e gaou, bezañ dalc’het arc’hant an dell-holen gantañ… C’hoarvezout a reas kement-se da vare emsavadeg ar Bonedoù Ruz, pa oa trabas bras war an dachenn sokial ha strishoc’h-strizh ar blegenn ekonomikel ken e oa diaes an traoù evit industriezh al lien e Breizh.

Pa weler ar stern-aoter-mañ e vezer souezhet da gentañ gant puilhder e ginkladur barok.

E pep lec’h e weler garlantezennadoù gwini ha bleunioù, aeligoù hag arabeskennoù. En timpan eo taolennet an Drinded Santel : dindan ur goulm alaouret emañ an Tad Peurbadel, ur vantell ruz warnañ hag un tiar war e benn, o tougen korf ar Mab, adsavet a varv da vev, e dreid war ur voul-zouar. Just dindan ez eus ur skoed, warnañ ardamezoù ar Bouvansed, aotrouien Koad ar Roc’h. A bep tu da gement-se emañ delwennoù ar Werc’hez hag an arc’hael Gabriel, daoulinet o-daou.

 
 
Div zelwenn a ya d’ober an arvest kreiz ; hervez ar chalonied Abgrall ha Peyron e vefe aze ar Werc’hez ha santez Anna, azezet a bep tu d’ur Mabig Jezuz en e sav a-us d’an tabernakl hag ar voul-zouar en e zorn. Padal n’eo ket ali an Tad Chapalan a wel eno div zelwenn eus ar Werc’hez : a-gleiz, Mari o c’hortoz genel hag a-zehoù, Mari o paouez profañ he Mab d’an Tad [1]. Er memes live, er c’hustodoù-kostez o c’hrogennoù, emañ sant Joakim ha sant Jozeb. Kinklet eo an derezioù ha troad ar c’holonennoù gant panelloù ha medalennigoù hag a zo taolennet enno aeligoù, Jezuz o vennigañ, ar Werc’hez, sant Jozeb, un eskob, sant Erwan, Yann-Vadezour ha Jezuz en o bugaleaj... War an tabernakl e weler ur c’hroazstagadur dindan un daez douget gant peder delwennig o skeudenniñ ar Vertuzioù.

Koufr an aoter zo warnañ ur vedalennig vras hag a ziskouez un arvest eus yaouankiz ar Werc’hez : santez Anna o teskiñ lenn da Vari. An tad Chapalan avat a wel aze kentoc’h ar Werc’hez hag ar Mabig Jezuz. A bep tu, war div vedalennig all, e kaver aeled o tougen ardamezoù ar Bouvansed.

1] Ur bravig e kalon liorzhoù-iliz Breizh – Kommanna, ur stern-aoter da vezañ gwelet en-dro - Klaod Chapalan – Skignadenn Coop Breizh