Kinklet eo ar gibell gant hirvosigoù hag e c’haller lenn warni : “CE. LVI. QVI. CROIRA. ET SERA. BAPTISE. SERA. SAVVE”. (An hini a gredo hag a vezo badezet a vezo saveteet). Skrivet eo ar bloaz 1656 war ar piñsin.
Lakaet ez eus bet a-us d’ar gibell ur stel pemp korn savet e 1683 gant Honoré Alliot, kizeller eus Rekourañs (Brest). Da lavaret eo e oa bet graet an oberenn-mañ d’ar memes koulz ha stern-aoter Santez-Anna (1682).
Pozet eo ar volz war bemp piler, harpet outo delwennoù ar Garitez, an Esperañs, ar Justiz, ar Feiz hag an Dislontegezh. War al lein ez eus un daez douget gant delwennoù-harpañ, stumm aeled ganto, warnañ ur C’hrist adsavet a varv da vev.
War c’horre ar stel ez eus un izelvos liesliv hag a daolenn badeziant hon Salver.
 

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Ar Vertuzioù

Abaoe ar Grennamzer, en ilizoù, e vez taolennet ar Vertuzioù evel merc’hed yaouank arouezioù dibar ganto.
Teir vertuz kristen (ar Feiz, an Esperañs, ar Garitez) ha peder vertuz pennañ (ar Furnez, ar Justis, an Nerzh-Kalon, an Dislontegezh) zo anavezet gant an Iliz Katolik. Pemp anezho zo taolennet harp ouzh kolonennoù an daez evit degas da soñj deomp ez int diazez ar vuhez kristen.


Ar Feiz a zalc’h daou destamant ar Bibl hag un iliz.
An Esperañs zo o pediñ, he daouarn juntet.
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 

Ar Garitez a ginnig ur blank tennet eus he yalc’h digor.

Ar Justis a sav ur c’hleze.

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
An Dislontegezh a zalc’h ur picher dour en ur skuilhañ ar gwin e-harz he zreid.
 
 
Merk doare-ober Jean Goujon, unan eus mistri an Azginivelezh e Bro-C’hall, a weler war an oberennoù-se bet savet gant Honoré Alliot.
 
Dav eo sellet gant evezh ouzh gras friant an tudennoù hag ouzh ar plegoù er gwiskamantoù, deuet diwar levezon an arz gresian hag hini an Azginivelezh italian.