Gant e zor-veur hag e borchedoù kreisteiz ha kornôg e vez kloz-iliz ar Merzher sellet outañ evel an hini koshañ eus traoñienn an Elorn.
An nor-veur
Dor-veur ar Merzher, graet en eil hanterenn ar XVIvet kantved, a zo gotek flammek he stil. D’ar mare-se eo e c’hourc’hemennas sened-iliz Trento skarzhañ ar jubeoù diouzh an ilizoù. Evel e Sizun pe e Lambaol-Gwimilio eo chomet heñvel he stil ouzh hini ur jube. A bep tu d’an digoradur e kaver un arvest eus ar Gemennadenn : Mari hag al lutrin a-zehou, hag an ael en tu all.
A-us d’an digoradur-se emañ ar C’hrist war ar groaz gant an daou laer a bep tu dezhañ. E-harz ar groaz ez eus ur Werc’hez a Druez, sant Yann hag ur vaouez, an holl re a ziskouez poan ha sederidigezh en un doare splann.
Dindan, war tu a-dreñv ar groaz e teu ar C’hrist er-maez eus ar bez, skoazellet gant daou ael, evel ma oa deuet er-maez eus stêr Jordan e-pad e vadeziant.
A bep tu d’an nor-veur ez eus daou di kozh gant unan eus ar XIVvet kantved. Etre an daou ez eus un hent a c’hall ar weladennerien mont gantañ. Moarvat e oa un hent-ged evit ur gwarnizon bihan, war e garg gwiriañ e tremene mat ar foarioù.
Adsavet eo bet evit staliañ dor greiz al liorzh-iliz, hep mar ebet.