Savet eo bet ar garnel e 1619. El liorzhoù-iliz eus ar mare-se e vez kavet ar c’harnelioù-chapel — savadur distag diouzh an iliz — hag ar c’harnelioù-stag — stag ouzh moger greisteiz an iliz (evel e Gwimilio). Amañ hon eus ur garnel-chapel stag ouzh an iliz, ar pezh a zo dibar er vro.

 

Dispar eo ar garnel ha kinklet puilh : sant Pol Aorelian, patron an eskopti, a zo tro-dro dezhañ div zelwenn-harpañ, barvek unan anezhi. Enframmet eo bet gant ampartiz al levezonoù a bep seurt o deus awenet an arzour. Arz gouiziek an Azginivelezh peurgetvet.

 

 

E korn ar garnel, ar gariatidenn a zoug testeni eus an dra-se peogwir eo bet kizellet hervez patrom un oberenn eus Sebastiano Serlio, anezhañ ur savour hag ur c’hizeller italian eus mare an Azginivelezh.
Kinnig a ra ur c’haer a vruched, ar c’horf lurellet, en he sav-sonn.

War an talbenn, ur prezeger a zo ur c’hlopenn hag ur skin gantañ en e zaouarn, skeudenniñ dibar eus ar brezegenn er XVIIvet kantved.

 

 

 

 

A bep tu d’ar porched e weler un enskrivadur :
AN:MARO:HAN:BARN:HAN:IFERN:IEN:PA:HO:SOING:DEN:E:TLE:CRENA:FOL:EO:NA:PREDER:E:ESPERET:GVELET:EZ:EO:RET DECEDI : AN 1619.

An ifern yen a ra dave da gredenn ar Vretoned en ur vuhez war-lerc’h ar marv hag a vefe gleb e teñvalijenn an dourioù du ha fetis eus ar geunioù, eus ar stêrioù, eus ar poulloù pe eus an islonkoù leun a skorn (abim yen), gant ar mennozh a marv yen (maru yen).
Kavout a reomp an ifern-se e barzhoniezh kembraek eus an XIIvet hag XIIIvet kantved, met ivez gant Dante, hag en un tri-ugent bennak a himnoù, barzhonegoù pe c’hoariva brezhonek (Mystère de Louis Eunius) eus ar XVvet d’ar XVIIvet kantved (Alain Croix).
Koulskoude, an ifern a zo dre hengoun evit an iliz rouantelezh an tan en tan peurbadus a zo kempennet evit an diaoul hag e aeled (Mz, 25/ 41), ha daoust ma’z eo testeniekaet gant skrivagnerien kristen zo, e vez ar soñj eus un ifern skornet nac’het gant an Iliz peurliesañ.