Kerkent ha ma’z eer e diabarzh an iliz e vezer souezhet gant al lec’h bras a zo rannet etre ur gazel-nev ha div nev beurheñvel. Eus an nev gentañ, savet er XIVvet hag er XVvet kantved, ne van ken nemet he diazezoù romanek eus ar bloavezhioù 1200. Adsavet eo bet e-kerzh al labourioù bras, er bloavezhioù 1450, goude m’en doa embannet Yann V ne vije ket savet tailhoù ken war ar gwin ha goude ma oa bet distrujet ar savadur kozh gant ur barr-amzer. An eil nev a voe savet er XVIvet kantved.
E 1756 eo e voe treuzfurmet ar penn-chantele plat ha diwar neuze e voe ret adframmañ gwerenn-livet ar Basion.
Livet e oa an nev penn-da-benn gant freskennoù hag a c’holoe ar mogerioù war o hed a-bezh.
War voger ar wareg-timpan, troet war-zu ar c’heur, ez eus ur Varn Diwezhañ a c’heller damwelet c’hoazh.
Kazel an hanternoz, savet da vare labourioù ar XVvet kantved, a ya d’ober ur chapel vras enni ur chapel-vadeziñ eus ar XVIIvet kantved.
Ar maen-font a zo gwarezet gant un daez, c’hwec’hkornek e stumm. An daez zo kurunet gant ur rizenn o skorañ un taboulin toullet gant daouzek digoradur war hantergelc’h. War-lein ez eus daou leternig, toullet ivez, ha lakaet an eil war egile. E penn uhelañ ar chapel-vadeziñ ez eus ur groaz gant ur galon kelc’hiet gant ur gurunenn spern. Bez’ eo un doare da skeudenniñ prantadoù disheñvel eus bezoud an Den kaset gant ar C’hrist a zigor un hent a zivinerezh dre ar vadeziant.
Kazel ar c’hreisteiz a zo savet gant pemp gwareg damheñvel ouzh ar re a zo en nev greiz.
Adsavet eo bet ar gañsell er XVvet kantved. Er mare gotek-se eo eo bet krouet ar « c’hloz-mañ » e diabarzh an iliz. Evel-se e veze lidet an oferenn distro diouzh an dud fidel. War urzh Sened-Iliz Trento e vo digoret al lec’h-mañ.
Ar gañsell zo diginkl ha graet gant kolonennoù ne c’heller diforc’hiñ etrezo nemet dre o ment disheñvel ha dre tresoù o zogennoù.
Kolonennoù ar gañsell e tu an nev a zo bet erlec’hiet gant ur volz a enor hag a zoug ar C’hrist war ar groaz hag en daou du dezhañ sant Yann ha sant Pêr.