Ar gwerennoù-livet kozh

Renevezet eo bet gwerenn-livet veur ar Basion e 2009. An arvest kreiz a zo bet adkempennet mat. Er penn-kentañ, an holl arvestoù, evel er Roc’h-Morvan, a oa staliet en ur penn-iliz plat. Pa voe savet ar penn-iliz Belmaner e voe ret tennañ ar werenn-livet diouzh he flas evit hel lakaat en digoriadurioù nevez

An adaozadurioù a bep seurt a zo deuet da-heul n’int ket bet graet gant kalz a aked. An daolenn greiz hepken a zo bet gwarezet mat.
Kemmesket eo bet pep lodenn an arvestoù all evel ma weler gant ur penn lakaet a-istribilh war an troad pal.
 
 
Ar gwerennoù-livet a-vremañ

Savet int bet etre 1992 ha 1995 gant an Itron Weis-Gruber. Eus ul lignez hir a wererien e teu ar familh Gruber. En em welout a ra Jeanette Weis evel un oberourez difetis eeun he stil.
Hervez mennad beleg al lec’h he deus asantet da ouzhpennañ an nebeud elfennoù skeudennus ha skridoù e traoñ pep gwerenn. En holl zigoradurioù, hanternoz ha kreisteiz, e kaver ar gwerennoù-se.

« C’hwi a welo aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an Den. » Bez’ e c’heller lenn an arroudenn-mañ, tennet eus an aviel hervez sant Yann, e traoñ ar werenn. Warni emañ an neñv, glas, didroc’het e stumm skant, hag an douar glas ha mouk. Ar pezh a ro da soñjal eo kemmesket an neñv hag an douar. Ar skeul, o sevel etre an neñv hag an douar, a ra ul liamm etre daou ved hag a gredomp dispartiet penn-da-benn an eil d’egile.

N’eus Mab an Den ebet skeudennet amañ, peogwir ez eo ar sellour a zo pedet, diwar vremañ, da gemer perzh evel mab eus un denelezh nevez.
War vunudoù ar werenn e weler daou ael a-istribilh ouzh ar skeul tra m’emañ o nijal kuit an trede evel ma vefe kaset gant an avel dro. [1]

 

« Ken niver ar stered an oabl hag an traezh war vord ar mor e vo niver an dud a zeuio eus da lignez. »
Abraham eo en deus klevet ar c’homz-se, kontet deomp e levr ar C’heneliezh, kentañ levr ar Bibl.
E rouedad ar werenn e weler tri den doueel, anezho skeudennoù eus Doue , heñvel o stumm ouzh an tri gweladenner en em ziskouezas d’ar Patriark e dervennoù Mambre, nebeut amzer a-raok an diskuliadur-se.
Emañ ar stered en div drederenn eus al lec’h, un doare da skeudenniñ un neñv o tostaat ouzh an douar.
En traoñ, e-kreiz ar werenn, e weler ur stivell o skuilhañ he dour strujus a bep tu dezhi. En hebraeg, an ziskennidigezh a vez graet « had » anezhi ivez, skuilhet amañ war an douar a-bezh gant ur mor divent a dud.


Gwerenn-livet an Oan aberzhet eo, arvest tennet eus an Diskuliadur. Aroueziañ a ra trec’h an hini a zo bet staget ouzh ar groaz evit mougañ e vouezh. Ar Pevar Bev a zo tro-dro dezhañ evit diforc’hañ ar pevar avielour : un erer (Yann), ul leon (Mark), un tarv (Lukaz) hag an den-ael (Mazhe).
Tommoc’h emañ al livioù war ar werenn-mañ, un doare da lakaat war wel ar sederidigezh degaset gant trec’h ar mad war an droug.

[1skeul Jakob - Geneliezh - (28:11-19)