Ar savadur en e bezh a zo troet war-zu ar c’heur, dezhañ ur stil barok.

Bannoù ar penn-chantele a zo peder delwenn gaer liesliv warno, lakaet e-barzh kustodoù o c’holonennoù lintr hag o zalbennoù krommet. Teir gwerenn ar penn-chantele a zo
sterniet ganto. Bez’ e c’heller anavezout un eskob, santez Katell a Aleksandria gant he rod, an Tad o terc’hel korf marv e Vab ha sant Salaün o tougen ar vazh-roue.

An iliz zo gouestlet da sant Salaün, roue Breizh eus 857 betek 874, pa voe homañ drouklazhet abalamour da abegoù politikel evit ar sklaerañ er Merzher moarvat ha, marteze zoken e-barzh an iliz. Dre ma oa bet saotret an iliz gant ar muntr-se e vije bet graet « ar Merzher-Salaün » eus ar barrez pa voe ret kensakriñ an iliz a-nevez.

Aroueziet eo bet Sakramant an aoter war an aoter vras evel un heol, heñvel ouzh heol ar sakramant, hag a bep tu dezhañ daou ael zo en azeulidigezh en e sklaerded. War an
armel-sakr ez eus ur c’hustod enskantet ennañ an ostivoù kensakret.

Pemp izelvos e koad alaouret a zo tro-dro d’an aoter. A-dal e weler ar c’hemennad da Vari, Gweladenn Mari d’he c’hendervez Elizabed, hag e-kreiz ur C’hinivelezh. A bep tu
dezhañ eo taolennet sakrifis Abraham en tu dehou, ha merzherinti Salaün, a-gleiz.

Savet eo bet an oberenn-se e deroù ar XVIIIvet kantved da vare savidigezh ar sekretiri. War an diwezh emañ labourioù bras traoñienn an Elorn. Klozadur ar marc’hadoù a gas d’e heul diskar an armerzh.
Ur skouer vrav hon eus amañ eus an doare m’eo bet adkemeret patromoù bras eus Pariz gant stalioù-labour merdeadurezh Brest e dibenn ren Loeiz XIV. Dirak e weler mister Ginivelezh Verb Doue, anv roet d’hor Salver gant Yann an avielour : kemer a ra korf en askre ar Werc’hez Vari.

 

 

 

 

 

A bep tu e weler penaos eo bet lakaet war wel spered-krouiñ an arzour war guzul ar person eus ar mare-se, evel ar pezh a welomp ivez er gwerennoù a-vremañ. E-tal sakrifis Abraham eo bet lakaet merzherinti sant Salaün : evit an eil eo bet harzet ar c’hleze, er c’hontrol, evit egile, n’eo ket bet.

 

Oberennoù orfeberezh kaer a c’hall bezañ gwelet ivez gant ar weladennerien, evel chapel-relegoù sant Salaün.