En iliz e kaver un nebeud delwennoù kaer hag a dalv ar boan bezañ gwelet.

 


Yann-Vadezour a ziskouez Oan Doue gant e viz-yod, douget evel ur bugel gantañ ouzh e galon. Bez e weler penaos an arzour en deus lakaet war wel e veze
gwisket Yann gant ur c’hroc’hen loen.
Evit se en deus skeudennet anezhañ gant ur penn aneval etre e zivc’har.

 

 

 

 

 

Emañ skeudennet asambles Santez Anna, Mari hag ar bugel.
Emañ ar Mabig, douget gant e vamm-gozh ha troet war-zu e vamm, o tispak ar voull-zouar a-us dezhañ,
Mari a ginnig ar bugel d’ar bed hag hemañ a zonezon e vuhez dezhañ aroueziet gant ar groaz.

 

 

 

 

 

 

Emañ troad an avielour war gein ul leon o vousc’hoarzhin en ur fistoulat e lost.
N’eo ket diaes anavezout sant Mark, skrivagner an eil Aviel.