Hervez ar vojenn, Meliaw (pe Milio) , roue Devnent [1] tad da Velar a voe drouklazhet gant e vreur Rivod war-dro 792. Evit bezañ sur dont da vezañ roue d’e dro e ranke Rivod en em zizober eus ar priñs yaouank ivez. Da gentañ e klaskas lakaat empoezañ anezhañ.
Da heul e voe kaset tud d’hen lazhañ. Hag int da droc’hañ e zorn dehou hag e droad kleiz. N’halle ket ken Melar evel-se derc’hel ar c’hleze ha mont war varc’h.
Neuze e c’hoarvezas ar burzhud a roas da Velar un troad arem hag un dorn arc’hant. Hemañ a rae ganto « evel ma vefe e izili dezhañ e-unan » - « an eil hag egile a greske dre ma kreske lodenn all e gorf ivez ».

 

 

Da goulz-se e oa Melar o vevañ gant an eskob Kerne. A-benn ar fin e voe dibennet ar paotr yaouank e Lanneur gant Kerioltan hag e vab Justin.
Ar c’hezeg gwenn a stleje ar c’harr-kañv etrezek Kemper a nac’has, war a lavar,,da vont pelloc’h eget Kerfeunteun. Ur sin evit an holl ma tlefe Melar kavout e ziskuizh peurbadel en douar-mañ.

 

 

[1Alan-Joseph Raude L’origine géographique des Bretons armoricains Dalc’homp Sonj Lorient (1996) (ISBN 9782905929105) chapitre 3 « Brittons et Dumnonia » p. 33-43