Hervez ar vojenn, Meliaw (pe Milio) , roue Devnent ha tad da Velar a voe drouklazhet gant e vreur Rivod war-dro 792. Evit bezañ sur dont da vezañ roue d’e dro e ranke Rivod en em zizober eus ar priñs yaouank ivez. Da gentañ e klaskas lakaat empoezañ anezhañ.
Da heul e voe kaset tud d’hen lazhañ. Hag int da droc’hañ e zorn dehou hag e droad kleiz. N’halle ket ken Melar evel-se derc’hel ar c’hleze ha mont war varc’h.
Neuze e c’hoarvez ar burzhud a roas da Velar un troad arem hag un dorn arc’hant. Hemañ a rae ganto « evel ma vefe e izili dezhañ e-unan » - « an eil hag egile a greske dre ma kreske lodenn all e gorf ivez ».

 

 

Da c’houlz-se e oa Melar o vevañ gant an eskob Kerne. A-benn ar fin e voe dibennet ar paotr yaouank e Lanmeur gant Kerioltan hag e vab Justin.
Ar c’hezeg gwenn a stleje ar c’harr-kañv etrezek Kemper, war a lavar, a nac’has da vont pelloc’h eget Kerfeunteun. Ur sin evit an holl ma dlefe Melar kavout e ziskuiz peurbadel en douar-mañ.