Daoust m’emañ e kalon un tiriad ledan n’eo ket gwall vras liorzh-iliz Lokmelar. Daou biler mañsonet gant un elfenn gizellet warno a ya d’ober un antren simpl ha strizh. Mankout a ra ar garnel abaoe ma voe diskaret e 1920.
Padal, an iliz, lec’hiet a-zioc’h gweledva meurdezus traoñienn an Elorn, zo e-giz ur relegouer bihan hag a vefe bet savet evit gwareziñ relegoù he sant patron. Ar vered a zo bet miret atav en-dro d’an iliz abaoe ma voe diazezet an drev-mañ eus Sizun, e 1612.
E-pad tost d’ur c’hantved, etre 1619 ha 1715, e teuas an eil re war-lerc’h ar re all pennadoù amzer da sevel ha da gaeraat al lec’h. Gant aotre Vikel-Vras an aotrou ‘n eskob Mazhev Thoreau, eskob Dol, e oa bet aotreet "tennañ ul lodenn eus relegoù sant Melar, a oa miret e teñzor iliz Sant-Melar e Lanneur, evit lakaat anezho en iliz trev Lokmelar", d’an 11 a viz Gouere 1671.